Reverzhi e Lokmaria-Kaer : lakaat ar brezhoneg e pleustr àr an aod vev.
Emgav a oa bet lakaet e Lokmaria-Kaer da greisteiz, get Kerlenn Sten Kidna, evit ur pred er-maez, ha, da heul, un abadenn kranketa ha kregata, en arbenn ma oa reverzhi an...
More
Reverzhi e Lokmaria-Kaer : lakaat ar brezhoneg e pleustr àr an aod vev.
Emgav a oa bet lakaet e Lokmaria-Kaer da greisteiz, get Kerlenn Sten Kidna, evit ur pred er-maez, ha, da heul, un abadenn kranketa ha kregata, en arbenn ma oa reverzhi an dibenn-sizhun-mañ. Un digarez evit gober traoù asambl, e brezhoneg, en ur lec’h bourrapl, hollgaer memp. Evit deskiñ traoù ivez. Lod a ouie pelloc’h a-ziàr loened ha plant an aod vev, èl Isabelle, lod arall a oa duac’h da gregata èl-mañ, èl Corinne, lod arall a c’helle sikour evit lâret anvoù e brezhoneg, èl Patrick, pe evit sellet doc’h ar skeudennoù er levroù. A-vomandoù e veze tolpet an dud, ha meur a wezh arall en em strewent un tammig da bep tu, lod é tastum traoù a-zevri evit o debriñ, lod arall evit gwelet hepken, pe barbotal. Tro peder eur e oa mall d’an dud distroiñ d’an draezhenn kar ar mor a oa é krapout a-herr, ha lod zo bet tapet berr ! Setu un nebeudig fotoioù evit diskouez d’ar re na oant ket aze ar pezh o deus manket : tro da impl
Less