Ur gelionenn tennet ag ur sailhad dour.
Kement-mañ a zo degouezhet get pep unan ac'hanomp en e vuhez, moarvat. "C'hoari an
Deus" (Doue e latin) a c'heller gober ag an dra-se. Da lâret eo, kavout àr ho hent ur loenig hag a
zo edan bout distrujet get lezennoù...
More
Ur gelionenn tennet ag ur sailhad dour.
Kement-mañ a zo degouezhet get pep unan ac'hanomp en e vuhez, moarvat. "C'hoari an
Deus" (Doue e latin) a c'heller gober ag an dra-se. Da lâret eo, kavout àr ho hent ur loenig hag a
zo edan bout distrujet get lezennoù didruez an natur, ha saveteiñ e vuhez. Da skouer, kouezhet
eh eus ur gelionenn en ur sailhad dour, he zenniñ a rit er-maez ha sellet a rit get plijadur doc’h
an tammig loen é torchiñ e zivaskell, hag é sec'hiñ a-nebeudigoù. Plijadur e-leizh a ra d'an den
an c'hoari-mañ, en arbenn ma ho lak da vout un den mat ha galloudus. Ne goust ket kalz na n'eo
ket forzh poanius. Ur skouer arall : pa vez tapet ur c'harv-lann e roued pegus ur gevnidenn, en
tenniñ ag al las, hag er lakaat da vonet get e hent en-dro. Daoust ha muzuliiñ a ra neuze al
loenig ar chañs en deus bet ? Nag ar gevnidenn, a zo kouezhet he meud e unan ag he eizh dorn ?
Amañ e ta splannoc'h ar pezh a zo iskis e c'hoari an Deus. Santiñ a rit mat eh it, evit un
herradig, a-enep
Less