Mangoer ar son N'eus ket c'hoazh gwerso e oan bet lakaet da selaou doc'h ar sonenn Kashmir, get Plant ha Page. Ha me da selaou kalzik doc'h o strollad kent, Led Zeppelin, goude. Ur son hag a gas soñj ag ur prantad hag a oa é achu pa oa bet ma divskouarn é...
More
Mangoer ar son N'eus ket c'hoazh gwerso e oan bet lakaet da selaou doc'h ar sonenn Kashmir, get Plant ha Page. Ha me da selaou kalzik doc'h o strollad kent, Led Zeppelin, goude. Ur son hag a gas soñj ag ur prantad hag a oa é achu pa oa bet ma divskouarn é tigor. Ul lusk, un ampartiz, un nerzh. Treuzet get livioù blues mod Jimi Hendrix, hag a vo bihanoc'h anezhe e pladennoù diwezhañ Led Zep. O zeirvet pladenn ma lak da soñjal (gwir pe gaou) er Flower power, skeudennoù hippied... mes duoc'h eo ar wirionez : beajoù pell get ur c'harr-nij dezhe, tredan implijet a-fuilh, c'hoantoù dijaoj… ar rock mod ar blezioù-se n'en doa ket kalz a dra da welet get an doujañs doc'h ar blanedenn. Tud o doa graet ar memes tra en o raock, tud arall àr o lerc'h a-dra-sur, ermaez ag ar rock ha-razh, mes arouez ar spered-se int bet un herradig. Setu tapet vil Yann-selaouer : ar strolladoù a gas lañs dezhañ en e vuhez hiniv-an-deiz, a zo ivez strolladoù hag o deus lies-mat, droug-ha-fach geneomp, ur pouez bras,
Less