Dor ar rod pe rod an nor ?
Un deiz em boa bet tro da vout e Roazhon. Ha dizever-kaer. Setu-me aet betek kreizigkreiz ar gêr vras. Ur mandala hud a zo eno, e jardrin an Thabor. Ur pezh rod vras. Afe, bras eo
ha bras n'eo ket. Un hanter-c'hant metr bennak a...
More
Dor ar rod pe rod an nor ?
Un deiz em boa bet tro da vout e Roazhon. Ha dizever-kaer. Setu-me aet betek kreizigkreiz ar gêr vras. Ur mandala hud a zo eno, e jardrin an Thabor. Ur pezh rod vras. Afe, bras eo
ha bras n'eo ket. Un hanter-c'hant metr bennak a ziametr. 6 pe 7 kelc'h a ya d'he gober. Hag er
c'helc'hioù-se, e-leizh a blantennoù ag ar bed a-bezh, diàr-se e seblant divent ar rod pa gerzher
enni. Lod-kaer en o mesk a zo a zre-mañ ur seurt. Ar re-sen eo dreist-holl e oan é klask : re a
gaver er c'hornad mes n'em eus ket c'hoazh gwelet betek bremañ ; èl-se e c'hellan gwelet
pesort tres a zo dezhe, evit bout en tailh d'o anavout ma ta din o c'havout en natur. An nevezamzer a oa, hag un troc'h anezhe a oa c'hoazh just é sapiñ, pe ne oa nemet douar noazh en o
lec'h ; mes ur bern a oa dija ha trawalc'h a labour am boa get ar reigoù-se !
Gwelet an holl blantennoù a vennen gober. Ha setu me krog d'ober un droiad hir,
n'ouian ket mui pegeit amzer, a gelc'h da gelc'h. Ha tamm-ha-tamm, a-v
Less