Lenn ha selaou – Ur pennad get Patrick Dréan
An ereour kozh
Hiniv-an-deiz e c'hell un den implij an teknologiezhoù nevez forzh aes
(afe, get labourat un tamm…) evit deskiñ ar yezhoù : àr ar rouedad e kaver
geriadurioù, testennoù, radioioù… DVDioù zo, CDioù...
More
Lenn ha selaou – Ur pennad get Patrick Dréan
An ereour kozh
Hiniv-an-deiz e c'hell un den implij an teknologiezhoù nevez forzh aes
(afe, get labourat un tamm…) evit deskiñ ar yezhoù : àr ar rouedad e kaver
geriadurioù, testennoù, radioioù… DVDioù zo, CDioù ma c'heller gete lakaat e
zivskouarn da labourat. E-leizh a draoù n'int ket en linenn mes dre bosteloù e
c'hellomp tapout dielloù a dalvoudegezh. Dre ar foromoù e c'hellomp deskiñ
pasapl ivez. Moaien a zo klask ha-razh, paot-mat fonnaploc'h evit get ar
levrioù, gerioù 'zo ha penaos e vezont implijet dre skrid.
Neoazh e c'hellomp tamall meur a dra d'an teknologiezhoù-se. Produiñ
DVDioù, CDioù, lec'hiennoù, implij ar stlenneg bemdez, n'eo ket hep efed àr
an endro ; evit sevel ar produioù, evit o mont en-dro, hor bez afer a
zanvezioù diaoz, lod dibaot ; a energiezh ivez, kalzik ; saotrus-mat eo an
difallajoù elektronek, ha gwelet ho peus marse skeudennoù ar bernioù-lastez
elektronek en Trede Bed, ma kasomp didrabas-kaer hor mekanikoù br
Less