Nedeleg P’arriv Nedeleg n’hellan ket parrat a dreiñ ma soñjoù davet an amzer baseet. Kement-se ne dalv ket e vennan meuliñ an amzer gozh evit dismegansiñ gwelloc’h an hini a-vremañ. Nann, nann ! met petra ‘faot deoc’h ? Me ‘gred e vir pep unan ac’hanomp,...
More
Nedeleg P’arriv Nedeleg n’hellan ket parrat a dreiñ ma soñjoù davet an amzer baseet. Kement-se ne dalv ket e vennan meuliñ an amzer gozh evit dismegansiñ gwelloc’h an hini a-vremañ. Nann, nann ! met petra ‘faot deoc’h ? Me ‘gred e vir pep unan ac’hanomp, kehet ha ma vev, ur soñj kuñv ag un darvoud, ag ur prof bennak er c’has, p’arriv ar gouel, da Nedeleg e vugaleaj. Evidon-me e vezan bepret kaset da benn kentañ-tout ar blezadoù 1950, d’un amzer ma ne oa ket c’hoazh àr ar maezoù dre-mañ na tredan, na dour, na gaz ‘barzh an tier ! Ag an aezamantoù a vez bremañ partout ne oa ket seblant ebet c’hoazh…. Penaos ?… Ha dienez hor boa dezhe ? Tamm ebet, peogwir ne ouiemp ket memp petra ‘oa ober gete. Setu e vevemp just èl ma vevomp bremañ, un deiz é kas an arall a-hed ar blez. Ha Nedeleg en aferse ? eme-c’hwi. Na rit ket bil ! Eh on ec’h arriv get ma c’haoz. Profigoù, an aval orañj, ar Mabig Jesus e sukr,… Ya, sur a-walc’h ! a gement-se n’on ket bet forc’het muioc’h evit ar vugale arall. Met ne
Less